GOUEL AN HOLLSENT : Lennadenn tennet eus Prezegadurioù sant Bernez abad

Amzer-lenn / Temps de lecture : 3 min

Hastomp timat mont davet breudeur a zo ouzh hor gortoz

Une statue de Nicolazic et Keriolet à la Vallée des Saints
Photo Ar Gedour – DR

   Da betra e servij d’ar Sent hor meuleudi ? Da betra e servij dezho ar c’hloar a rentomp dezho ? Da betra e servij ar gouel bras-mañ a hiziv ? Petra a ra enorioù an douar d’ar re emañ an Tad eus an neñv oc’h enoriñ, hervez promesa e Vab ? Petra a ra dezho hor meulganoù ? Ar Sent n’o deus ket ezhomm eus hon enorioù, ha netra eus hon devosion en o c’heñver ne c’hell bezañ talvoudek dezho. A dra sur, pa lidomp ar memor anezho ez eo evit hor mad-ni ha n’eo ket evit o mad dezho o-unan. Evit pezh a sell ouzhin-me e rankan anzav penaos pa soñjan er Sent ec’h en em santan entanet gant c’hoantoù birvidik.

   Kentañ c’hoant a laka ar soñj eus ar Sent da sevel en hor c’hreiz, pe hor broud muioc’h c’hoazh, ez eo hemañ : tañva douster o c’hompagnunezh ken mat, dellezout bezañ kenvroiz ha keneiled ar speredoù eürus, en em veskañ e bodad ar batriarked, e strolladoù ar brofeded, e sened an Ebestel, e bagadoù niverus ar verzherien, e breuriezh ar govezoured, e lazioù-kanañ ar gwerc’hezed, en ur gêr bezañ unanet hag evurus e kumuniezh an holl Sent. Emañ iliziad splann ar re gentañ-ganet ouzh hor gortoz, ha ne rafemp van ebet ? Emañ ar Sent o c’hoantaat hor c’haout ganto, ha ne rafemp stad ebet a gement-se ? Emañ an dud just ouzh hor gedal, hag e chomfemp diseblant ?

   Dihunomp eta ur wech bennak, va breudeur, dasorc’homp gant ar C’hrist, klaskomp an traoù eus krec’h. C’hoantaomp en em gaout gant ar re a zo ouzh hor c’hoantaat, hastomp afo davet ar re a zo ouzh hor gedal, diambrougomp gant c’hoantoù hon eneoù ar re a zo ouzh hor gortoz. N’eo ket kompagnunezh ar Sent hepken, met ivez o eürusted eo hon eus da hetiñ kaout. Tra ma hetomp bezañ a-gevret ganto, broudomp en hor c’halon ar c’hoantegezh virvidikañ da gaout o gloar. Ar seurt c’hoantegezh-se n’eo ket noazus tamm ebet, nag an entan-se evit ar c’hloar n’eo ket risklus.

   An eil c’hoant hag a laka memor ar Sent da verviñ ennomp eo hemañ : m’en em ziskouezo ar C’hrist, eñ hor buhez, dimp-ni ivez evel dezho, ha m’en em ziskouezimp ni ivez er c’hloar a-unan gantañ. Da c’hortoz avat, ec’h en em ziskouez an Hini a zo hor Penn, n’eo ket evel m’emañ en neñv, met er stumm a zo bet fellet dezhañ kemer evidomp-ni amañ war an douar. Hen gwelout a reomp, n’eo ket kurunet a c’hloar, met kelc’hiet gant spern hor pec’hedoù. Mezhus e vefe, dindan ar penn-se kurunet a spern, bezañ un ezel o ren ur vuhez klouar, rak an holl lorc’hentez-se ne c’hell ket bezañ enor evitañ met kentoc’h goapaerezh En em gaout a raio an deiz eus distro ar C’hrist ; neuze ne vo mui embannet e varv d’ober dimp kompren ez omp marv ni ivez hag ez eo kuzhet hor buhez a-unan gantañ e Doue. Neuze an Hini a zo ar Penn en em ziskouezo leun a c’hloar, hag a-unan gantañ e lugerno an izili anezhañ e- kreiz ar c’hloar, pa gemmo hor c’horf dister d’hen lakaat heñvel ouzh gloar ar Penn ma’z eo eñ e-unan.

   Magomp eta en hor c’hreiz a-greiz kalon hag hep aon ebet ar c’hoant d’ar c’hloar-se. A dra sur, evit ma c’hellfemp esperout ar c’hloar-se ha c’hoantaat ur seurt evurusted, hon eus ezhomm bras eus sikour ar Sent. Pedomp eta anezho gant gred, hag evel-se, dre o hantererezh e c’hellimp opten ar pezh a zo en tu-hont d’hor galloud hon-unan.

Klikit amañ evit skoazellañ Ar Gedour

(Sermo 2 : Opera omnia, Edit.Cisterc. 5 (1968) 364-368)

À propos du rédacteur Eflamm Caouissin

Marié et père de 5 enfants, Eflamm Caouissin est impliqué dans la vie du diocèse de Vannes au niveau de la Pastorale du breton. Tout en approfondissant son bagage théologique par plusieurs années d’études, il s’est mis au service de l’Eglise en devenant aumônier. Il est le fondateur du site et de l'association Ar Gedour et assure la fonction bénévole de directeur de publication. Il anime aussi le site Kan Iliz (promotion du cantique breton). Après avoir co-écrit dans le roman Havana Café, il a publié en 2022 son premier roman "CANNTAIREACHD". En 2024, il a également publié avec René Le Honzec la BD "L'histoire du Pèlerinage Militaire International".

Articles du même auteur

[KERANNA] Oferenn e brezhoneg d’ar 6/10/24- Messe en breton (+ livret téléchargeable)

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 min Disul 6 a viz Here 2024 a …

[KERNASCLEDEN] Veillée de prière autour de sainte Thérèse de l’Enfant-Jésus.

Amzer-lenn / Temps de lecture : 1 minCe vendredi 4 octobre 2024, ne manquez pas …

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *