Kenderc’hel a raio an oferennoù e brezhoneg e Bro Dreger betek miz Gouere 2027.
E parrezioù Bro Dreger e vez aozet oferennoù e brezhoneg a-hed ar bloaz. En ilizoù hag er chapelioù e vez klevet ar brezhoneg peb miz dre ar pedennoù, ar c’hantikoù hag al liderezh.
Eus Kawan da Louaneg, dre Dretraez, Langoat pe Trezeni, meur a parrezioù a zegemero an oferennoù-se e-pad ar mizioù da zont. Da 6 eur gm a vo lidet an oferennoù.
Deiziadoù an oferennoù da zont
- 12 a viz Kerzu 2026 : e Kawan, parrez Landreger.
- 2 a viz Genver 2027 : e Koatreven, parrez Perroz.
- 6 a viz C’hwevrer 2027 : e Tredraez, parrez Plistin.
- 6 a viz Meurzh 2027 : e chapel Kerfont, parrez Lannuon.
- 3 a viz Ebrel 2027 : e Langoat, parrez Landreger.
- 1añ a viz Mae 2027 : e Louaneg, parrez Perroz.
- 5 a viz Mezheven 2027 : e Plufur, parrez Plistin.
- 3 a viz Gouere 2027 : e Trezeni, parrez Lannuon.
Ar Gedour Actualité spirituelle et culturelle de Bretagne

